karantez vro
E korn va c'halon 'zo ur gleizhenn
'Baoe va yaouankiz he dougan
Rake, siwazh, an hini a garen
Ne gare ket pezh a garan.
Eñ na gare nemet ar c'hêriou,
Ar morioù don, ar broioù pell,
Me ne garen nemet ar maezioù,
Maezioù ken kaer va Breizh-Izel.
Ret' voe didab 'tre diu karantez :
Karantez-vro, karantez den.
D'am bro am eus gouestlet va buhez
Ha lezet da vont 'n hini 'garen.
Biskoazh abaoe ne meu se gwelet
Biskoazh klevet keloù outañ.
Ar gleizhenn eme c'halon zo chomet
Pa ne gare ket pezh a garan
Pepe den a dle heuilh e donkadur :
Honnezh eo lezenn ar bed-mañ.
Gwasket 'voe va c'halon a-dra-sur,
Mete gare ket pezh a garan.
Dezhañ pinvidigezh a, genorioù,
Dine me paourentezh a dispriz.
Met 'drokfen ket evit teñzorioù
Va Bro, va Yezh ha va Frankiz